La 7ème édition : 24-25 Novembre 2018 / 7vet bloavezh : d’ar 24 ha 25 a viz Du 2018

Notre salon du livre de jeunesse du pays de Morlaix fait vivre au fil des années son projet d’origine : favoriser le plaisir de lire et de découvrir l’œuvre des illustrateurs.trices. Ce plaisir partagé fédère les enseignants, médiathécaires, acteurs culturels, bénévoles ou artistes à travers des projets, avant ou après le salon. Tout contribue à en faire un week-end festif, créatif, avec de réelles rencontres autours des livres, à tout âge. Ce rendez-vous nous rassemble déjà pour la 7ème année, et sans avoir l’âge de raison nous avons de grandes ambitions pour le week-end du 24-25 novembre, puisque notre thème est…
Univers 7. Pourquoi pas une nouvelle exposition universelle, pour rassembler les 7 nains, les 7 merveilles, les 7 chevreaux, les 7 saveurs ou les 777 cubes ? L’imagination va à nouveau prendre le pouvoir, venez nombreux pour des expositions, ateliers, dédicaces et spectacles, selon le programme (à découvrir au fur à mesure sur facebook)

Hon foar levrioù ar re yaouank Bro Montroulez a laka da vevañ a-hed ar bloavezhioù he raktres a orin : aesaat ar blijadur da lenn hag ober anaoudegezh gant oberoù ar skeudennerien. Gant ar blijadur lodennet-mañ, dre raktresoù a-raok pe goude ar foar, e vez kevreet labour ar skolaerien, tud ar mediaegoù, tud ar bed sevenadurel, an dud a youl vat pe c’hoazh an arzourien. Pep tra a ro d’an dibenn-sizhun-mañ ur spered krouiñ ha festus gant kejadennoù gwirion tro-dro d’al levrioù, da bep oad. Bodet e vimp evit ar 7vet bloavezh ha daoust deomp nompas bezañ gant an oad a skiant hon eus c’hoantoù bras evit dibenn-sizhun ar 24 hag ar 25 a viz Du. Rak Hollved 7 eo hon dodenn ! Ha petra a virfe ouzhomp da ginnig un diskouezadeg hollvedel nevez hag a vodfe ar 7 korr, 7 Marzhenn ar bed, ar 7 menn-gavr, ar 7 saour pe ar 777 diñs ? Gant ar faltazi e vo ar galloud adarre. Deuit niverus da sellet ouzh diskouezadegoù, da gemer perzh e-barzh stalioù-labour, dedioù hag abadennoù ! Programm da sellet outañ war facebook bep ma teuio war wel.