Pa oan bihan… na pet ac’hanomp a wel eñvorennoù o tiflukañ, enne lochoù koad, natur hag amprevaned ? Peotramant c’hoazh achapadennoù er c’hoadoù, an aod, trouzioù pe c’hwezhioù ? Nag evit hon bugale, penaos emañ kont ? P’emañ ar vevliesseurted en arvar, greomp ‘ta ur plas brav d’an Natur vuhezek-se, anezhi ur jañglenn e kêr pe ur repu war ar maez, deomp da heul ar pajennoù da addizoloiñ anezhi, klaskomp gouzout penaos e c’hall bezañ eztaolet gant al levrioù… Dibenn-sizhun ar 26-27 a viz Du ez a Bae al Levrioù war ar glaz, er Roudour, en-dro d’an tem « Ment Natur » ! Er bloaz-mañ zo roet lizher digor d’an oberour Vincent Villeminot. An dud pedet gantañ a blijo deoc’h : skeudennerien, oberourien, evit ar re vihan koulz hag ar re vras, ha brezhonegerien hon eus pedet ivez evel just. Arzourien, mediaouegoù, stalioù levrioù kevelet, tud a youl vat, re yaouank ha publik ledan, emgav o deus holl evit ar sinadurioù, an arvestoù hag an abadennoù, evit rannañ ar blijadur da lenn, da grouiñ ha da hunvreal.
Courrier de demande pour recevoir un auteur en 2022 en breton
Les livres des auteurs brittophones ici
Nos invité.e.s brittophones :





Kenstrivadeg danevelloù 2021
Ar gevredigezh La Baie des Livres hag ar c’hevread KLT/Ti ar Vro a ginnig an trede
kenstrivadeg danevelloù evit broudañ al lenn e brezhoneg evit ar skolajidi. Teir danevell a vo loreet e Pol Sevenadurel ar Roudour e kerzh an 10vet Foar levrioù ar re yaouank Bro Montroulez, d’an 20 ha 21 a viz Du. 1000€ a brizioù ‘vo rannet etre al loreidi (500€/300€/200€). An doden ‘vo «Kont Warnon». Bec’h d’ho pluennoù !!
L’association La Baie des Livres et la fédération KLT/ Ti ar Vro ont lancé le 3ème concours de nouvelles en breton pour encourager la lecture en breton des collégiens. Les lauréats se partagent 1000€ de prix. Le thème est «Conte sur moi». A vos plumes ! Le document en pdf avec les détails.
https://www.klt.bzh/Nevezentio%C3%B9-Concours-de-nouvelles-774-349-0-0.html
Nos affiches en breton :









Le thème de notre 9è salon était Far-West… il a inspiré, et un numéro de la revue en breton Rouzig (éd KVB) publie l’histoire qui est née de ce projet, écrite par une classe de Diwan Saint-Pol et illustrée par Julien Lamanda ! Vous pouvez la commander ici C’hoant bras hon eus da zizoloiñ traoù, da welet traoù dic’hortoz, da gaout frankiz vras en-dro deomp, da vont pelloc’h eget penn an hent, da gantreal, ha pas dre hon faltazi nemetken, setu ma vo tem hon saloñs e 2020 : ar FAR WEST ! « Kevandir diharz ha diac’hub, brasoc’h e gened eget hon ijin », eme ar barzh. Se eo ar Far West, da gentañ tout, un takad m’eo kaeroc’h pep tra, brasoc’h, aesoc’h da dizhout, rak pep tra eno a c’hell bezañ c’hoazh. Setu, a-holl-viskoazh, pe dre gaer pe dre heg, pe broudet gant « Kae pelloc’h da welet » hag « Hag-eñ n’on ket eno », ez eus bet paotred ha merc’hed da vont en tu all da vevennoù ar Gontelezh, da varzioù an Impalaeriezh, pelloc’h eget penn an hent. Savet o deus bedoù nevez, diazezet utopiennoù, gouzañvet ar gwirvoud. Met ar Far West a zo evel an dremmwel, ivez, marteze : dirakomp atav, pelloc’h, hag ezhomm he deus hon faltazi eus al lec’hioù all dianav-se. Se zo kaoz e vezomp kaset gant ar Far West war gement tu zo tout, war-du an holl lec’hioù n’anavezomp ket mat, met a hunvreomp enne, pe e vefe penn pellañ an egor pe kogn donañ hon empenn. Peotramant c’hoazh al lec’h iskis ha damenkrezus-se : penn all ar ru, pe ar porzh, evit ur bugel. Er Far West e c’haller kantren, foetañ bro, hunvreal, rak ar pezh a gont n’eo ket kement-se erruout, a-benn ar fin. Kejadennoù a c’haller ober ivez, hag er c’hornioù-bro distroañ eo en em gaver gant ar muiañ a liesseurted hag a binvidigezh. Evel-just eo ar Far West bed an itrikoù hag an trafikoù a bep seurt, teroueroù difeiz ha dilezenn, darempredet gant briganted koulz ha gant justiserien. Met bez eo ivez al lec’h ma ranker bezañ kalonek hag en em sikour, hag al lec’h ma ‘z eus droed adarre da hunvreal en un dazont bravoc’h.